Sinadeg / Pétition

change.org

N’omp ket ar re nemeto o stourm! Tro hon eus bet da gejañ en hañv diwezhañ gant dileuridi pobloù Gwiana e Jeneva e Kuzul gwirioù Mab-den. Sinomp asambles ganto.

Nous ne sommes pas les seuls à nous battre pour nos droits !
Nous avons rencontré les délégués des peuples autochtones de Guyane au Comité des droits de l'homme à Genève l'été dernier.
Signons l'appel solidairement.

 

Kevre Breizh war Twitter

Kemennadenn/Communiqué

En français en-dessous‍

1añ a viz Mae - 1er mai 2017

Evit Breizh digor hag a-unan e c'halv Kevre Breizh da drec'hiñ Marine Le Pen

Keodediz ar bed dre Ziskleriadur Hollvedell Gwirioù Mabden a zo o diazez, izili ar c'hevredadoù sevenadurel ha yezhel bodet e Kevre Breizh a argas kement stumm a zistaol, a wallziforc'h, a gaz ouzh an estren hag a ouennelouriezh. (*)

Izili eus Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù, emaint o stourm a zevri evit anaoudegezh an holl yezhoù ha sevenadurioù peogwir ez eont da sevel Europa ar peoc'h, demokratel ha diazezet war ar gwirioù denel diazez hag ar Stad a wir.

Reiñ a ra da soñj Kevre Breizh ez eo en em gannet ar Vretonezed hag ar Vretoned evit lakaat ar Frañs da emdreiñ dre lezennoù an digreizennañ, anaoudegezh ofisiel ar yezhoù rannvro, ar brezhoneg hag ar gallaoueg (gallo), krouidigezh ar rannvroioù ha votadeg an holl evit ar guzulierien rannvro. An tu dehou pellañ hag e gandidatez a fell dezho diskar an araokadennoù demokratel-se evit kreñvaat c'hoazh ar Stad kreiz ha sankañ ennomp mojenn un identelezh vroadel mitologel troet a-enep liested yezhoù ha sevenadurioù a ya d'ober Republik Frañs.

Neuze, en an arvar da welet an tu dehou pellañ oc'h erruout e penn ar galloud e c'halv Kevre Breizh ar Vretonezed hag ar Vretoned da stankañ hent ar Front National en doare ar splannañ o vodañ o nerzh a-stroll hag o lakaat anv an Aotrou Macron er voest-votiñ disul 7 a viz Mae 2017.

Kenderc'hel a raio Kevre Breizh da stourm war an dachenn evit an adaozadurioù demokratel ret evit doujañ d'ar gwirioù denel hag evit ma vefe anavezet da vat o roll d'ar geodedourion.

Notenn (*): Statutoù Kevre Breizh, mellad 2 : « Derc'hel a ra ar gevredigezh d'he falioù ha kas a ra war-raok hec'h oberiantiz war ziazez ar c'henemglevioù etrevroadel, ha da gentañ penn Diskleriadur Hollvedel Gwirioù Mabden ha Kednemglev Europa Gwirioù Mabden, an testennoù deut diwarno, koulz ha Karta Sevenadurel Breizh sinet etre ar Stad hag ar strollegezhioù e Breizh, Rannvro Breizh ha departamantoù Breizh anezho Aodoù An Arvor, Penn-Ar-Bed, Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel ha Morbihan, oc'h anavezout personelezh sevenadurel Breizh hag he gwir da vezañ renet dishual »

Pour une Bretagne ouverte et solidaire Kevre Breizh appelle à battre Marine Le Pen

Citoyens du monde par la Déclaration universelle des droits de l'homme, à laquelle ils se réfèrent, les membres des fédérations culturelles et linguistiques réunies par Kevre Breizh rejettent toute forme d'exclusion, de discrimination, de xénophobie et de racisme (*).

Membres du Réseau européen pour l'égalité des langues, ils militent activement pour la reconnaissance de toutes les langues et de toutes les cultures, parce qu'elles participent à la construction d'une Europe de la paix, démocratique, fondée sur les droits humains fondamentaux et l'État de droit.

Kevre Breizh rappelle que les Bretonnes et les Bretons se sont battus pour faire évoluer la France par les lois de décentralisation, la reconnaissance officielle des langues régionales, du breton et du gallo, la création des régions et l'élection des conseillers régionaux au suffrage universel. L'extrême droite et sa candidate, Madame Le Pen, veulent supprimer ces avancées démocratiques pour renforcer l'État central et imposer une identité nationale mythique excluant la diversité des langues et des cultures constitutives de la République française.

Aussi, face au danger de l'arrivée de l'extrême droite au pouvoir Kevre Breizh appelle les Bretonnes et les Bretons à faire barrage au Front National de la plus nette des façons en se mobilisant massivement et en mettant un bulletin Macron dans l'urne, le dimanche 7 Mai 2017.

Kevre Breizh restera mobilisée pour que les réformes démocratiques nécessaires au respect des droits humains et à l'implication des citoyens soient mises en place.

Note (*): statuts de Kevre Breizh, article 2 : L'association poursuit ses buts et exerce son action en se référant notamment aux conventions internationales et en premier lieu à la Déclaration universelle des droits de l'Homme et à la Convention Européenne des Droits de l’Homme, aux textes qui en émanent, ainsi qu'à la Charte culturelle de Bretagne signée par l'État et les collectivités bretonnes, la Région de Bretagne et les Départements bretons des Côtes d'Armor, du Finistère, d'Ille-et- Vilaine, de Loire-Atlantique et du Morbihan reconnaissant la personnalité culturelle de la Bretagne et le droit à son libre épanouissement.

TOP